Lampedusa

Lec'hiadur Lampedusa er Mor Kreizdouar.

Enez Lampedusa (Isola di Lampedusa en italianeg) a zo un enezenn perc'hennet gant Bro-Italia er Mor Kreizdouar, lec'hiet etre Malta hag aod Tunizia. Dindan 20,2 km² emañ hag un tammig en tu-mañ da 6 000 a dud a zo o vevañ enni. An hini bennañ eus Inizi Pelagie eo, ha gant an div all, Linosa ha Lampione, ez a d'ober ur gumun anvet Lampedusa e Linosa, stag ouzh Proviñs Agrigento e Sikilia (205 km aleshont). Lodenn suañ Italia eo, hag evit a sell an douaroniezh ez eo lodek en Afrika.

Pal evit an divroerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel m'emañ tostik an enez eus aod kevandir Afrika (167 km diouzh aod Tunizia ha 355 km diouzh aod Libia) ez eo ur pal evit an divroerien a glask tizhout diaotre ha dre vor Unaniezh Europa. Krog e oa an traoù e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 ha n'en deus graet al lusk-se nemet mont amplaat abaoe.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.