Lanngorrow

Iliz-parrez Lanngorrow

Lanngorrow eo an anv kernevek a-vremañ a vez graet eus kêriadenn “Crantock” (e saozneg), e pastell-vro Restormel e Kernev-Veur.

Krouet e voe Crantock e 460 goude JK pa voe savet un ti-pediñ eno gant menec'h deuet, a lavarer, eus Iwerzhon. Nemet n'eo ket eus Iwerzhon e teue holl venec'h Kernev-Veur. Dont a ra an anv Crantock eus sant Karanteg, a gaver ivez e Breizh (e parrez Karanteg) hag e Kembre (en anv Llangrannog).

Gouestlet eo an iliz da sant Carantoc. Carantoc pe Caratocus a oa ur manac'h pe eus Kembre (diouzh e anv) pe eus Iwerzhon, a oa bet desket gant sant Padrig.

Carantoc a zo bet anvet ivez Carantus, Cerentius, Cranog ha Carantacus. En Iwerzhon e oa Ceirnach.

Poent zo bet e veze graet Langurroc eus ar barrez. Ul Langurroc Road zo c'hoazh.