Latium (latin : Lătĭŭm) zo ur rannvro istorel eus kreiz-kornôg Italia ma voe savet kêr Roma, a deuas da vezañ kêr-benn Impalaeriezh Roma. Ouzhpenn al Latined, a roas o anv d'ar vro, e oa meur a bobl all o chom er vro.
Meur a hengoun, pe vojenn, a vez kavet e skridoù oberourien evel Dionysios Halikarnassos, Plinius an Henañ, Titus Livius, Strabon, Festus, ha Servius Danielis. Darn a gomz eus Siculi, pe Ligured evel pobloù kentañ Latium, met peurvuiañ e tispleger anv Latium o lavarout eo al Latined a oa ar bobl kentañ diazezet er vro.
Latium kozh : Bro al Latined da gentañ (Latini). Goude pobloù all staget outo :
Latium nevez pe Latium stag.