Lauburu

Lauburu, arouez vroadel Euskal Herria
Svastika kromm en ur maen-badez kristen en iliz Labach, e Knopp-Labach, e Rheinland-Pfalz, en Alamagn.

Lauburu a vez lavaret en euskareg eus ur seurt svastika kromm e beder esker. Dont a ra an anv eus daou c'her euskarek: lau a zo pevar, ha buru a zo penn. Tennañ a ra un tamm d'an arouezioù teiresker, evel an triskell breizhek, ha d'an tomoe japanat.

Kavet e vez an arouez e-maez Euskadi, gant Kelted pe Germaned ivez, hag en engravadurioù ar Wizigoted. E Galiza hag Asturiez (evel e Piornedo) e vez lavaret "tetrasqueles" anezho.

Un arouez rakindezeuropeat e vije, abaoe Nevezoadvezh ar Maen. Da gentañ e vije bet pevar bouc'h o treiñ en-dro d'ur c'helc'h.

Arouez Euskal Herria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo al lauburu da vezañ arouez vroadel Euskal Herria. Koulskoude n'er c'haver ket en ardamez istorel ebet. Hiziv er gweler er beredoù, war an arrebeuri, ouzh an tier, hag ar stalioù, war ar boutailhadoù gwin...

Meur a zisplegadenn zo d'an arouez, a c'hallfe talvezout pe lusk ar peder rannvloaz pe c'hoazh ar peder elfenn diazez (dour, douar, tan, aer).

Kavet ez eus pevarskeloù gant Albert Poulain e meur a lec'h: Dol, Langolen, Comblessac, Rieg[1]

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Euskal Herria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E broioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Les signes des pierres, revue Ordos N°7, novembre 1995, p. 100 + dessin de l'hevoud de Langolen, revue Ordos N°11, novembre 1996, p. 171

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]