Lazarillo de Tormes

Lazarillo de Tormes
Disin

Embannadur 1554


Bro Banniel Spagn Spagn
Doare Romant pikaresk
Yezh Kastilhaneg
Lec'hiadur Toledo, Alba de Tormes
Bloaz 1554
Stumm Levr moullet

La vida de Lazarillo de Tormes y de sus fortunas y adversidades ("Buhez Lazarillo de Tormes hag a-zivout e chañsoù hag e walleurioù"), brudetoc'h dindan an anv Lazarillo de Tormes zo ur romant spagnolek lizheriek disin bet moullet e 1554 d'an abretañ e Burgos. Emvuhezskrid ur bugel anvet Lázaro de Tormes eo, adalek e c'hanedigezh hag e vugaleaj reuzeudik betek e eured.

Lakaet e vez Lazarillo de Tormes da ziaraoger ar romantoù pikaresk[1] en abeg da veur a elfenn : gwirvoudel eo, kontet eo er c'hentañ gour unan, ur c'hantread eo an haroz, meur a vestr en deus, gwazhweler ha kentelius eo ton ar skrid.

Aozer(ez) ar romant a ziskouez en un doare godisus ha didruez sioù ha pilpouzerezh kevredigezh ar mare, dreist-holl re ar veleien. Dre-se e voe berzet gant an Inkizision spagnol a-raok aotren ma vefe embannet ur gentel spurjet ; en XIXvet kantved e voe adembannet ar skrid en e bezh.

Embannadennoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder embannadenn zo deuet betek ennomp, an holl bet moullet e 1554 e pevar lec'h : e Spagn en Alcalá de Henares, Burgos ha Medina del Campo ; en Antwerpen e Belgia. Ur skouerenn hepken eus pep moulladenn e Spagn zo deuet betek ennomp, tra ma'z eus seizh skouerenn disheñvel eus moulladenn Antwerpen.

Skouerennoù Burgos ha Medina del Campo a hañval bezañ ar re goshañ, met gwirheñvel eo e voe embannadurioù kent, e 1552 pe 1553, a reas kement a verzh ma kasjont da voullañ an embannadennoù a anavomp.

Ul lizher eo Lazarillo de Tormes, kaset d'un den a renk uhel hervez ar frazenn gentañ : Pues sepa vuestra merced, ante todas cosas, que a mí me llaman Lázaro de Tormes . . ., "Ac'hanta, ra ouezo ho kras, kent traoù all, e vez graet Lázaro de Tormes ac'hanon . . .". Dre genderc'hel da lenn e komprener ez eo al lizher ar respont da c'houlenn un uhelad mennet da c'houzout hiroc'h a-zivout un afer en devoa klevet. Morvat ez eo arc'heskob Toledo an uhelad-se, a c'houlenn diwar-benn emzalc'h arc'hbeleg parrez San Salvador e Toledo, a vagfe karantez ouzh gwreg Lázaro.

Al levr-se a loc'has un doare lennegezh spagnolek nevez, ar romant pikaresk, dre dreuzvezañ danevelloù ar varc'hegiezh en Azginivelezh : e-lec'h troioù-kaer dispar er brezel, maesaerien par da aeled ha kourtizaned devet gant ar garantez e teskriv an naonegezh na sell nemet ouzh a pezh a zo dindan ar frezenn — ar bevañs — evel an hengoun spagnol a oa bet adlañset gant La Celestina e 1499.

Ur raklavar ha seizh pennad zo el levr.

Taolenn
Prólogo – Raklavar
  1. Cuenta Lázaro su vida y cúyo hijo fué – Lázaro a gont a vuhez ha piv e oa e dud
  2. Cómo Lázaro se asentó con un clérigo y de las cosas que con él pasó – Penaos en em stalias Lázaro gant ur beleg hag ar pezh a c'hoarvezas gantañ
  3. De cómo Lázaro se asentó con un escudero y de lo que le acaesció con él – Penaos en em stalias Lázaro gant ur skoedour hag ar pezh a c'hoarvezas gantañ
  4. Cómo Lázaro se asentó con un fraile de la Merced y de lo que le acaesció con él – Penaos en em stalias Lázaro gant unan eus breudeur Itron Varia an Drugarez hag ar pezh a c'hoarvezas gantañ
  5. Cómo Lázaro se asentó con un buldero, y de las cosas que con él pasó – Penaos en em stalias Lázaro gant ur prezeger builhoù hag ar pezh a c'hoarvezas gantañ
  6. Cómo Lázaro se asentó con un capellán y lo que con él pasó – Penaos en em stalias Lázaro gant ur chapalan hag ar pezh a c'hoarvezas gantañ
  7. Cómo Lázaro se asentó con un alguacil y de lo que le acaesció con él – Penaos en em stalias Lázaro gant un urcher hag ar pezh a c'hoarvezas gantañ

Un heuliad da Lazarillo de Tormes, disin ivez ha rannet etre 18 pennad, a voe moullet en Antwerpen e 1555. Ne reas ket berzh rak e-lec'h kenderc'hel gant doare realour ha pikaresk ar skrid kentañ e troas istor Lázaro d'ur faltazi e doare Lucianus e bed an touned : d'un toun e tro Lázaro, gant un dounez e timez hag evel pesked e vez dozvet o bugale, brezelioù zo etre touned, hag all. Advoullet e voe e Milano koulskoude, a-gevret gant ar skrid kentañ, e 1587 hag e 1615.

  • 1959 : El Lazarillo de Tormes, sevenet gant César Fernández Ardavín.
  • 2001 : Lázaro de Tormes, gant Fernando Fernán Gómez ha José Luis García Sánchez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Eus ar spagnoleg picaresco, diwar pícaro "tudenn a renk izel, ijinus hag a vuhez fall" a gaver e lennegezh spagnolek ar XVvet kantved.