Kroget eo gant ar BMX e 1991 o tapout skouer war he breur bras Emeric Le Corguillé. E 2005 eo bet degemeret e pol Frañs ar BMX en Aix-en-Provence ma pleustras start evit kemer perzh e Beijing e c'hoarioù olimpek 2008. Ar bloaz-se eo e voe degemeret evit ar wech kentañ ar BMX evel sport olimpek. Eno eo ez eas ar vedalenn arc'hant ganti pa arruas da eil goude ar C'hallez Anne-Caroline Chausson.