Le avventure di Pinocchio

Pinocchio en embannadur kentañ (1883)
Treset gant Enrico Mazzanti (1852-1910)

Le avventure di Pinocchio. Storia di un burattino ("Troioù-kaer Pinocchio – Istor ur vargodenn") zo ur romant evit ar vugale skrivet etre 1881 ha 1883 gant ar c'hazetenner ha skrivagner italian Carlo Lorenzini (Firenze, 1826-1890), Carlo Collodi e anv-pluenn.

An hanter kentañ eus ar romant a voe embannet tamm-ha-tamm e stumm ur feilheton e Prescia (Toskana), dindan an talbenn La storia di un burattino ("Istor ur vargodenn") ; e miz C'hwevrer 1883 e voe embannet e stumm ul levr, ma lenner diwar-benn troioù-kaer ar vargodenn goad hag he "zad", ur munuzer paour ha divugel anvet Gepetto.
E diwezh an istor, goude meur a dro-kaer eus ar re varzhusañ, e tro ar vargodenn da baotrig kig hag eskern.

Troioù Pinocchio eo al levr italianek muiañ gwerzhet en Italia en XXvet kantved, etre 9 ha 10 milion a skouerennoù gwerzhet, war-lerc'h Divina Commedia Dante Alighieri (etre 11 ha 12 milion a skouerennoù)[1]. Troet eo bet e tremen 260 yezh[2].
Ur bern levrioù zo bet graet diwar istor Collodi, ha pezhioù-c'hoari ha filmoù ha korollarvestoù ivez. Da-geñver 100 vloaz ganedigezh Pinocchio, e 1981, e skrivas Italo Calvino : «  Naturel eo deomp soñjal ez eus bet eus Pinocchio a-viskoazh, rak n'eur ket evit empentiñ ur bed hep Pinocchio. »(Daveoù a vank)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alain Montandon, Du récit merveilleux ou l’ailleurs de l’enfance, Le Petit Prince, Pinocchio, Le Magicien d’Oz, Peter Pan, E.T., L’Histoire sans fin. Imago (2001) (ISBN 2911416554 )
  • Lee Hall, Carlo Collodi, Les aventures de Pinocchio, troet e galleg gant Bruno Bayen. Editeur : Arche (2002). Théatre Jeunesse. (ISBN 2851815156)
  • Jean Perrot, Pinocchio, Entre texte et image. Presses Interuniversitaires Européennes, Brussel, 2003. (ISBN 9052011710)
  • Stefano Garavelli & Andrea Balestri, Io, Il Pinocchio di Comencini, Préface de Cristina Comencini. Sattoscritto (2008) (ISBN 8888879651)
  1. Danevell-skrid Giuliano Vigni - 1999 (Daveoù a vank)
  2. Giovanni Gasparini, La corsa di Pinocchio, Milano, Vita e Pensiero, 1997, p. 117. (ISBN 978-88-343-4889-5)