"The Crucifix Comes To Life" Navet Nozvezh, 6vet Marvailh Dourlivadur gant E. R. Hughes, 1901 The Italian Novelists , Volume 3
Le piacevoli notti (An nozvezhioù plijus ) zo un dastumad 73 kontadenn italianek bet savet e kreiz ar XVI vet kantved gant Giovanni Francesco Straparola (1480-1558).
Da gentañ e voe embannet ul levrad 25 marvailh e 1550 e Venezia . Berzh a reas, hag embannet e voe ul levrad all a 48 marvailh e 1553 .
E 1556 e voe dastumet an 73 marvailh en ul levr.
Troet e voe al levr e galleg hag en alamaneg . E 1583 e voe troet e spagnoleg ivez. E 1624 e voe lakaet en Index al levrioù berzet .
Kregiñ a ra pep nozvezh gant ur madrigal hag un divinadell zo goude pep marvailh.
Ar gontadenn Costantino Fortunato eo doare koshañ ar marvailh Kazh e heuzoù , gant Charles Perrault .
Darn eus ar c'hontadennoù all a voe adskrivet goude er Pentamerone , oberenn Giambattista Basile , embannet tostik da gant vloaz goude, etre 1634 ha 1636 , ha doareoù all anezho a gavor e kontadennoù Grimm (1812 -1815 ).
Ar c'hontadennoù-mañ e levr Straparola zo bet brudet ivez gant Giambattista Basile (1575-1632) en italianeg, gant Marie-Catherine d'Aulnoy (1651-1705) ha Charles Perrault (1628-1703) e galleg, gant Carlo Gozzi , ha gant Jacob ha Wilhelm Grimm en alamaneg.
Setu darn eus ar re vrudetañ:
1.2, “Cassandrino” ( "Der Meisterdieb " gant Grimm )
1.3, “Pre Scarpacifico” ("Das Bürle " gant Grimm)[ 1] .
1.4, “Tebaldo e Doralice[ 2] ” ("Il Orso" gant Giambattista Basile ; "Peau d'Âne " gant Charles Perrault; "Allerleirauh " gant Grimm)
2.1, “Il Re Porco ” ("Prince Marcassin" gant d'Aulnoy', "Hans mein Igel " gant Grimm)
3.1, “Pietro Pazzo” ( "Peruonto" gant Basile; "Le Dauphin " gant Marie-Catherine d'Aulnoy ; "Hans Dumm " gant Grimm)
3.3, “Biancabella e la biscia sua sorella ” (elfennoù eus "La Penta mano-mozza"" ha "Le doie pizzelle" gant Basile)
3.4, “Fortunio ” (elfennoù eus "Die Nixe im Teich " gant Grimm)
4.1, “Costanza / Costanzo ” ( "Belle-Belle ou Le Chevalier Fortuné " gant d'Aulnoy', "Sechse kommen durch die ganze Welt " gant Grimm, KHM 71)
4.3, “Ancilotto, re di Provino ” ( "De drei Vügelkens " gant Grimm; "Princesse Belle-Etoile " gant d'Aulnoy ; L'augellino bel verde gant Carlo Gozzi ; "The Dancing Water, the Singing Apple, and the Speaking Bird " gant Crane zo troet diwar ur gontadenn sikilianek dastumet gant Giuseppe Pitré ,[ 3] Pitré a ro anv ar gonterez: [Rosalia] Varrica.</ref> ha lakaet e saozneg gant Thomas Frederick Crane en e Italian Popular Tales . Da dostaat ouzh ur gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel anvet Teir merc'h ar baraer, pe an dour a dañs, an aval a gan hag Evnig ar Wirionez , e Kontadennoù ar Bobl (levrenn III);
5.1, “L'uomo salvatico ” ( "Der Eisenhans " gant Grimm)
5.2, “Adamantina” ("Ar Waz" gant Basile ; "Die goldene Gans " gant Grimm)
7.5, “An Tri Breur” ("Ar Pemp Mab" gant Basile; "Die vier kunstreichen Brüder " gant Grimm)
8.4, “Maestro Lattantio and His Apprentice Dionigi ” ( "De Gaudeif un sien Meester " gant Grimm)
10.3, “Cesarino di Berni”[ 4] ("Lo mercante" gant Giambattista Basile ; "An Daou Vreur " gant Grimm)
11.1, “Costantino Fortunato ” ( "Cagliuso" gant Basile; "Le Chat botté " gant Perrault).
(fr) Les Facecieuses Nuictz du Seigneur Jan François Straparole , troet gant Jean Louveau, Guillaume Rouille, Lyon, 1560. Voir « Troisieme Nuict, Fable premiere », p. 152-164. – En ligne sur Google Books. – N'eus nemet ar 5 nozvezh kentañ avat, troet fall a-wechoù, ha marvailhoù zo a deu eus an oberour alamanek Bebel .
↑ Fiabe Wiki
↑ Donkeyskin and Doralice . Kavet : 1 November 2014 .
↑ Fiabe Novelle e Racconti Popolari Siciliani , 1875, v. 1, pp. 316–328 .
↑ Fiabe Wiki