Lech Aleksander Kaczyński a zo bet ganet d'an 18 a viz Mezheven 1949 e Varsovia hag aet eo da Brezidant Polonia d'an 9 a viz Here 2005, ha bet lazhet en ur gwallzarvoud karr-nij d'an 10 a viz Ebrel 2010 e Smolensk (Rusia).
Er bloavezhioù 1970 e oa bet gant ar strolladoù enepkomunour hag e 1980 e oa kuzulier Lech Wałęsa. E miz Kerzu 1981 e oa bet kaset d'an toull-bac'h avat pa oa bet disklêriet ar "stad a vrezel".
Koulskoude e krogas da zistagañ diouzh Walesa pa oa a-enep d’an daol-grenn 1989 a glaske kaout marc'had gant ar re bet e-karg eus ar reizhad komunour. E enebiezh ouzh ar gomunourien zo kaoz en deus kement a zisfiz diouzh ar reizhad kevalaour pa oa ul lodenn vat eus ar re bet er strollad komunour oc'h ober o hent eno dre brenañ an embregerezhioù bras.
Gant e vreur gevell, Jarosław Kaczyński, emañ e penn ar strollad Gwir ha Justis (Prawo i Sprawiedliwość), ul luskad mirour ha katolik. Berzet e oa bet ar Gay Pride gant Lech Kaczyński, pa oa maer Varsovia.
En e raok: Aleksander Kwaśniewski |
Prezidant Polonia Kerzu 2005 – Ebrel 2010 |
War e lerc'h: Bronisław Komorowski |