| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor kartenn
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Leporicypraea | ||
Anv skiantel | |||
Leporicypraea mappa (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Leporicypraea mappa a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin ez-lerc'hel a vev er meurvor Habask hag e meurvor Indez an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea geographica bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
6 isspesad a zo bet diskrivet :
1 isspesad ouzhpenn a zo bet diskrivet met o vezañ studiet emañ c'hoazh :
Kregin boutin ezlerc'hel betek ral evit isspesadoù zo an hini eo. Kavet e vezont dindan bloc'hadoù reier pe koral etre live al lanv izel betek 110 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 58 mm ha 86 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 40 mm gour pe ramz, betek 101 mm.
Leporicypraea geographica, spesad tost-tre e dresadennoù ha Leporicypraea valentia spesad all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask ha meurvor Indez.