Leptis Magna (anvet ivez Lepcis) a oa ur gêr a bouez bras en Afrika an Norzh, da vare ar Fenikianed, republik Kartada, Republik Roma hag an impalaeriezh roman. Kresket e voe kalz dindan ren an impalaer Septimius Severus (193–211), hag a oa genidik anezhi.
Leptis Magna, pe Lepcis Magna (LPQY e fenikianeg ; Νεάπολις pe Neapolis e henc'hresianeg : « Kêr nevez »), a oa unan eus kêrioù pouezusañ republik Kartada.
Dindan ren Diocletianus, pa oa bet rannet Afrika e 303, ez eas Leptis Magna da gêr-benn ar rannvro nevez Tripolitania.
Dismantroù puilh a gaver e-kichen kêr Al-Khums, war-dro 120 km er reter da Dripoli, e genoù ar stêr Lebda e Libia.