Ul lestr-distruj, pe distrujer[2] zo ul lestr-brezel prim hag aes da embreger, bras e c'houzañvusted a vez implijet da ambrougañ bigi brasoc'h en ur strollad listri, ur steudad-listri pe ur strollad emgann ha da zifenn anezhe a-dost a-enep tagerien bihanoc'h ha galloudus, pe da dagañ listri difennet en un doare etre. Peadra o deus d'en em zifenn a-enep tagadennoù deut eus an aer (kirri-nij, fuc'helloù), a-enep al listri-spluj, hag al listri gorre.
En deroù e oa anv batimantoù a oa sañset tagañ listri all gant tarzherezioù en ur zifenn ur skouadrenn pe ur steudad-listri gant o c'hanolioù a c'hobari etre, pa vezent taget gant distrujerien all.
A-raok an Eil Brezel-bed, al listri-distruj a oa listri skañv dezhe nebeut a c'houzañvusted evit ar c'hefredioù en o-unan er meurvorioù ; peurliesañ e laboure ur strollad listri-distruj a-gevret. Goude ar brezel, ijinadenn ar fuc'helloù pellsturiet a roas an tu d'al listri-distruj da seveniñ kefredioù a veze fiziet betek-hen er morrederioù brezel hag el listri eus al linenn en emgannoù war-c'horre an dour. Da-heul e kreskas al listri-distruj betek bezañ gouest da seveniñ kefridioù en o unan.
E deroù an XXIvet kantved e oa al listri-distruj al listri emgann brasañ a veze implijet war-c'horre an dour, ha teir broad hepken (ar Stadoù-Unanet, Rusia, ha Perou) a rae c'hoazh gant morrederioù. Al listri-distruj a-vremañ, anvet ivez listri-distruj gant fuc'helloù pellsturiet, o deus ar memes fard hag ar morrederioù brezel eus an Eil Brezel-bed met kalz galloudusoc'h eo o armoù, ha gouest int da gas fuc'helloù atomek. Listri-distruj evel re ar c'hlasad Arleigh Burke zo brasoc'h hag armet pounneroc'h evit ar pep brasañ eus al listri renket e-touez an distrujerioù gant fuc'helloù pellsturiet betek-henn, abalamour d'o ment bras (160 m ha 9200 tonenn) ha d'o armoù : muioc'h evit 90 fuc'hell[3].