Levr Ruz Hergest, pe Llyfr Coch Hergest hervez ar c'hembraeg, zo un dornskrid krenngembraek, skrivet war-dro 1350 hervez lod, etre 1382-1410 gouez da lod all, hag unan eus div vammenn ar Mabinogi. Komz-plaen koulz ha barzhoniezh zo ennañ.
Dont a ra anv an dornskrid eus liv ar c'hein anezhañ, e lêr ruz, hag eus Plas Hergest, e Herefordshire a oa e Marz Kembre gwechall gozh. Miret eo en Oxford, el Levraoueg vodleian, evit ar Jesus College (Oxford) (MS 111). Profet e oa bet gant Thomas Wilkins en 1701. Unan eus an dornskriverien e vije bet Hywel Fychan fab Hywel Goch eus Buellt. Gouzout a reer en doa labouret evit Hopcyn ap Tomas ab Einion (war-dro 1330 - goude 1403) eus Ynysforgan, Abertawe, ha marteze eo evit hennezh e oa an dornskrid.