Levr Yona

Yona gant Michelangelo e Chapel Sistina
Yona o komz ouzh tud Ninve tennet eus English Bible Doré

Levr Yona (Yn) zo unan eus levrioù profeded vihan an Tanac'h.

"Sed amañ ul levr hag en deus ur stumm nemetañ e-touez oberennoù ar brofeded : n'eus ket ennañ a ziouganoù."[1].

Ennañ eo kontet istor ar profed Yona a nac'h sentiñ ouzh goulenn Doue da vont da brezegenniñ e kêr Ninive evit kemenn d'hec'h annezidi e vo distrujet o c'hêr ma ne gemmont ket o doareoù-bevañ. Tec'hout a ra war vor. Skeiñ a ra ar vartoloded anezhañ er mor evit sioulaat ur gorventenn. Lonket eo gant ur pezh mell pesk. Chom a ra bev ennañ e-pad tri devezh ha dislonket eo gant ar pesk war un draezhenn. Asantiñ a ra neuze mont da Ninive. Dont a ra a-benn da gendrec'hiñ an annezidi, hag int da gemm o doareoù ha da dreiñ ouzh Doue ha setu int savetaet[2] .

Daou dra bouezus a gaver el levr hervez Job Lec'hvien ha Pêr ar Gall : "Diskleriet brav eo er skrid-mañ Ragevezh-Doue hag e drugarez, ken gwirion e-keñver ar broadoù hag e-keñver e bobl, rak mennad an Aotroù eo silvidigezh an holl bobloù."

"Ur menoz all ken pouezus : keuzidigezh ha pinijenn eo a zegas an Aotroù da reiñ e bardon d'ar pec'her."[3]

Sellet e vez ouzh Yona evel ur rakskeudenn eus ar C'hrist, marvet ha dasorc'het tri devezh goude, gant ar gristenien hag ur sin eus ar silvidigezh kinniget d'an holl dud ivez (Mzh 12, 38-42, "Sin Yona)[4].

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, 1983, p 224
  2. Yn 3,4-10
  3. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 224
  4. Ar Pevar Aviel, troet dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 34