Levrioù an Danevelloù

Levrioù an Danevelloù zo levrioù diwezhañ an Tanac'h. Anvet int en hebraeg דברי הימים‎ (Diḇrê Hayyāmîm), "Traoù (pe Fedoù) an deizioù". An droidigezh c'hresianeg (Παραλειπομένων da lavarout eo "an darvoudoù lezet a-gostez") he deus graet gantañ daou levrig. Ne glot ket an anv gresianek gant danvez ar skridoù peogwir e kaver enno kalz arroudennoù heñvel-mik pe zamheñvel ouzh ar re a lenner e levrioù Shmouel hag ar Rouaned. Gwir eo ez eus ivez danevelloù ha ne gaver ket e lec'h all[1]. Dre vras, er stummoù kristen eus ar Bibl, e kaver :

Anvet int levrioù an Neventizoù e Bibl protestant Gwilh ar C'hoad[2].

Dre vras e ro al levrioù-mañ un diverradur eus istor Israel hag ar bed, adalek Adam betek skrid Koresh (358 KJK), oc'h embann an distro eus an harlu e Babilon, a gaver a-hend-all e deroù Levr Ezra. Daou bennroue o deus merket an istor-se : David ha Salaun.

An destenn a ziskouez emañ oberour al levr da glask en-dro d'an Templ. Lakaet e vefe bet dre skrid war-dro ar bloaz 300 kent JK gant unan eus al Levidi e servij an templ[3].

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 370
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, pp 351-407
  3. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 4, p 371