Ul levrlennadurezh a zo ur roll levrioù pe deulioù pe bennadoù a zo bet kendastumet p'o deus liammoù diabarzh pe berzhioù damheñvel : (dodennoù, danvezioù, deiziadoù...). Alies e vez implijet levrlennadur en e lec’h (ur rentañ-kont levrioù eo) hervez an droidigezh gentañ kinniget gant Frañsez Vallée e 1931. Ouzhpenn ar ster sevel ur roll e kaver unan all, hini an diskiblezh a bled gant sevel anezho hag, en un doare hollek, klask daveoù hag aozañ anezho evit an dud o furchal war danvez pe zanvez.
P'eo heñvelstumm an daou ster e ger galleg, bibliographie eo bet adkemeret ar ster kentañ evit an eil. Ar ger rolladur (a-wezhoù levrolladur) a vez implijet ivez (sell ouzh Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques, Termbret - Skol Uhel ar Vro 1996, p. 72), met, pelloc'h en doe kinniget TermOfis ma vefe graet levrollouriezh[2] pe rollouriezh evit an diskiblezh, levrlennadur evit ar rolladur (sevel rolloù) ha levrlennadurezhevit an teknik[3].
Estreget ar geriadurioù hag an ofisoù evit geriaouañ e tleer sellout ouzh implij ar ger gant an arbennigourien (skiantourien pe get), ar re o deus ezhomm ober gant rolloù levrioù pe daveoù da bennadoù ar c’helaouennoù. Sklaer eo m’en doe kavet levrlennadurezh emsavoc’h eget kinnig Frañsez Vallée Loeiz Dujardin, pa savas levrlennadurezh ar c’hoariva brezhonek evit Gwalarn’’[4]. Er gelaouenn Hor Yezh e vez kavet meur a levrlennadurezh dindan pluenn Herve Bihan (Armes Prydein…, Hor Yezh, niv. 208, 1996, p. 5) pe Herve Seubil gKernaudour (Hor Yezh, niv. 225, 2001, p. 30).
Al levrlennadurioù a kaver er c’helaouennoù brezhonek a voe drevezet diwar ar rubrikennoù « bibiographie » a vez gwelet er c’helaouennoù gallek. « Lennadurioù" pe "A-dreuz lenn » a vez roet d’ar pennadoù-se hir pe verr, o plediñ gant meur a levr, peurvuiañ. Ne vez ket o falioù pourveziñ ur briziadenn resis, evel ma ra ar skridvarnerien hag ar re-se a sav pennadoù skridvarnerezh er c’helaouennoù.
Sevel levrlennadurezhioù o tennañ d'o enklaskoù ha lakaat anezho da heul o oberennoù a zo ur ret evit ar skiantourien pa vez barnet siriusted o labourioù diwar pouezh an oberennoù skiantel pe get (levrioù, pennadoù) o deus implijet pe arroudennet.
Sevel lennadurezhioù a c’hell bezañ graet gant arbennigourien hag eo aparchant da skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù. Staliet-mat e voe he fennaennoù gant ar Beljiat Paul Otlet (1868–1944) a ziazezas an teuliouriezh, skourr eus skiant an Ditour ha nes d’al levraougouriezh.
Evit ar paronoù all e vez implijet filmrolladur, roll pladennoù, pladenn lennadur[5] hag all.
Savet e vez ‘'levrlennadurezhioù war red'’ a vez embannet a vare da vare (bep bloaz, d’an aliesañ[6]) pe levrlennadurioù bras gant arbennigourien zo evel al levraouegourien hag an deulaouegourien.
Enebet e vez peurvuiañ d'al levrlennadurezh renkennañ m'emañ teulioù embannet en ul lec'h ha/pe d'ar memes deiziad.
Berradurioù a gaver e lost studiadennoù zo o plediñ gant traoù ar brezhoneg ha n'eus nemet kazi testennoù brezhonek e reer daveoù dezho. Savet eo bet reizhiad kodiñ evit pep oberenn vrezhonek a-bouez, dornskrid kozh pe levr, pennadoù kelaouenn. a-wezhoù. Ul lizherenn vras mui lizherenn vihan pe sifr evit levrioù gant adegadur ar XIVvet-XVvet kanted, div lizherenn vras evit ar c’hantved da-heul hag unan muioc’h evit pep a gantved ouzhpenn.
Ul levrlennadurezh peurglok pe ul levrlennadurezh berr’’ a c’hell bezañ implijet a-hervez.