Lewis zo un anv-badez saoznek ha kembraek.
Meur a orin disheñvel a c'hall bezañ dezhañ. Da gentañ e teu eus an anv normanek Lowis, deuet eus an anv latin Lodovicus, kar d'an anv-badez gallek Louis). Met mesk a zo bet goude e Breizh-Veur e-lec'h m'eo deuet da vezañ ivez ur saoznekadur eus an anv kembraek Llywelyn[1], pe c'hoazh eus an anv gouezelek Mac Lughaidh.
Er Stadoù-Unanet e c'hallfe bezañ un doare amerikanaet eus anvioù-tiegezh yuzev, evel "Levi".
Implijet eo an anv-badez Lewis evel anv-tiegezh ivez, ha stankik eo e Kembre.