Lewys Glyn Cothi (war-dro 1420 - 1490), anavezet ivez evel Llywelyn y Glyn, a oa ur barzh kembraek a bouez. Bez ez eo unan eus rummad Barzhed an Uhelidi (Beirdd yr Uchelwyr) pe Cywyddwyr (tud ar g-cywydd), ar varzhed bale-bro a vicher eus ar marevezh etre 1284 (Statute of Rhuddlan) ha 1600.
Krediñ a reer e oa ganet war-dro 1420 en atant Pwllcynbyd, e-kichen kêriaden distro Rhydycymerau, e parrez Llanybydder, e mervent Kembre. E anv-barzh en deus kemeret diwar anv ur c'hoad nepell, Glyn Cothi, e saonenn ar stêr Cothi.
Hervez ur vrud savet en XIXvet kantved e vije bet savet ha maget en un ti (ha n'eus ket anezhañ ken) e Cwm Cothi, hag aoa anvet with the unfortunate name of Pwlltinbyd ("poull revrar bed "). E anv-badez e oa Llewelyn, met "Lewys" eo an anv implijet gantañ en e werzennoù, ha hennez eo an anv brudetañ hiziv. Hervez unan eus e zornskridoù e c'haller krediñ e voe desket e Prioldi Caerfyrddin, met eus e vugaleaj n'ouzer mann ebet all.
E-pad Brezel an Div Rozenn e oa a-du gant Kostezenn Lancaster. Gant-se e voe forbannet goude Emgann Mortimer's Cross.[1] War a greder e voe test eus an emgann e kompagnunezh Owen ap Gruffudd ap Nicolas, ur mab d'un aotrou eus Sir Gaerfyrddin, ha goude an emgann e kavas Owen ha Lewys repu en Eryri.[2]
A-du e oa Lewys gant Jasper Tudor, Kont Pembroke, ha diwezhatoc'h gant Henry Tudor. Petra bennak m'en doa savet kalz eus e varzhonegoù da dud eus kostezenn Lancaster en doa savet meulganoù ivez da dud eus kostezenn York pa en doa kavet tro,[1] evel an tiegezh Vaughan eus Hergest, en Herefordshire, ar re a vez meneget alies.