Lijst Pim Fortuyn (LPF, anv ofisiel : Politieke Vereniging "Lijst Pim Fortuyn") a oa ur strollad politikel izelvroat poblelour eus an tu-dehou savet gant Pim Fortuyn e 2002, ur pennadig a-raok ma varvfe.
Pim Fortuyn a soñje dezhañ bezañ e penn al listenn Leefbaar Nederland da-geñver dilennadegoù kannaded an Izelvroioù e 2002. Met rankout a reas kuitaat al listenn abalamour d'ar pezh a lavaras diwar-benn an divroidi hag an islam[1]. Neuze e krouas LPF d'ar 14 a viz C'hwevrer, met drouklazhet e voe gant Volkert van der Graaf d'ar 6 a viz Mae, un nebeud deizioù a-raok an dilennadegoù.
Gwall skoet e voe an dud en Izelvroioù gant muntr Pim Fortuyn, met ne voe ket daleet an dilennadegoù. LPF a dapas kaout 17% eus ar mouezhioù, ha 26 kannad en Eil Kambr. A-fet piuez e voe neuze eil strollad politikel ar vro. Goude-se ez eas tamm-ha-tamm da netra ar strollad : 5,7% (8 dileuriad en Tweede Kamer) a dapas kaout da-geñver dilennadegoù ar gannaded e 2003. Da-geñver dilennadegoù ar gannaded e 2006 e voe anvet Lijst Vijf Fortuyn hag e tapas kaout 0,2% eus ar mouezhioù, ha kannad ebet ken.
Izili LPF a votas evit divodañ o strollad e miz Eost 2007, dre ma ne raent ket berzh en dilennadegoù. E dibenn ar bloaz e voe divodet.