Al linenn sklaer (e galleg "ligne claire", e nederlandeg "klare lijn") a zo un doare da dresañ brudet gant oberenn Hergé, ha da gentañ Troioù-kaer Tintin, hag ivez kazetenn Tintin. Kavet e oa an anv gant Joost Swarte e 1977.
An doare da dresañ-mañ a implij linennoù sklaer, simpl, kreñv hag ingal. Ouzhpenn an tresañ ez eus e-barzh an doare linenn sklaer avat: an istor a gont ivez, un istor eeun peurliesañ.
Hergé a oa awenet gant tresourien eus deroù ar bannoù-treset evel Christophe (le Sapeur Camember e 1896) ha Pinchon (Bécassine), ha dreist-holl Alain Saint-Ogan (Zig et Puce). Tresourien all o deus graet gant al linenn sklaer, evel Edgar P. Jacobs, Bob de Moor, Roger Leloup ha Jacques Martin... Kalz deuzouto o deus labouret evit kazetenn Tintin.
Brudet e oa ar bloavezhioù 1950, met mont a rae war zigresk er bloavezhioù 1960. E fin ar bloavezhioù 1970 e voe graet adarre ganti gant tresourien 'zo evel an Izelvroiz Joost Swarte ha Theo van den Boogaard, a zeue eus ar bannoù-treset neerlandat underground, pe c'hoazh ar Gall Jacques Tardi.
Lañset e oa en-dro e Bro-C'hall er bloavezhioù 1980 gant Yves Chaland, Ted Benoît, Serge Clerc ha Floc'h.
Arzourien eus broioù all a implij al linenn sklaer evel ar Breizhveuriad Martin Handford, an Norvegiad Jason, an Amerikaned Geof Darrow, Jason Lutes ha Jason Little, ar Spagnolad Francesc Capdevila Gisbert.