Kavet e vo amañ ul listennad anvioù a denn d'ar pennwiskoù , togoù , erienoù hag all.
Pedet eo an holl d'he hiraat.
Akubra.
Boned Balmoral
ar bonedoù : a bep seurt bonedoù zo
Borsalino , tog aozet gant an italian Borsalino.
chapka : boned feur rus, a c'holo betek an divskouarn; ar ger rusek chapka a dalv boned ; berranv: chapotchka ; eus ar C'habellig Ruz e vez graet Красная Шапочка, krasnaïa chapotchka , chapka bihan ruz ).
chech : doare tulban.
chechia : doare boned
czapaka : pe shapska , schapska . Tog soudarded en amzer Napoleon douget gant ar c'hoaferien, kemeret diwar Poloniz.
Fedora.
Gouel : ar ouel a veze douget gant ar merc'hed en Europa ivez. Hiziv e anavezer dreist-holl ar gouelioù douget er broioù muzulmat.
kabell : gwechall unan eus anvioù boned ar vugale.
kakochnik (pe kokochnik , kokochniki el liester): koef eured merc'hed Rusia: chomet eo an anv war tog an ilizoù.
kasketenn
keffieh (pe keffie , eus an arabeg: كوفية, kūfīyä) , pennwisk henvoazel kouerien Palestina
Kepi.
kepi : anv kasketenn ar soudarded ha poliseirien c'hall en XXvet kantved.
kippa : togig yuzev
kurunenn : gwisket gant ar roueed hag impalaered
Ur sombrero .
A bep seurt togoù zo:
Maouez kozh gant he zog kembreat
Un tog-kloc'h war benn ar filmc'hoarierez Vilma Banky .
An ouchanka a veze douget en arme sovietek. .