Livingstone

Livingstone zo un anv saoznek eus Bro-Skos, unan eus an anvioù a gaver e skourr skosat an tiegezh iwerzhonat Duinnshléibhe, pe Dunleavy e saozneg. Doareoù all zo dezhañ: Livingston, Levingston, Levingstone, Levinston, Levenston, Levinson, Levenson ha Levingstown.

Prouet e vije bet e teu Livingstone eus ar C'hlan MacLea, un anv hag a zeu eus an anv MacDuinnshléibhe ("d" a vije c'hwezhadennet hag an “e” dibenn aet da get), troet da gentañ da Maconlea, pe MacConloy, McCloy ha goude MacALeavy, MacAlea, MacLea, MacLay, McClay hag ivez Levy ha Leavy.

Dont a rafe an anv eus kêr Livingston, a zo Leivinstoun e skoteg, ha Baile Dhùn Lèibhe e gouezeleg, ha brasañ kêr West Lothian, e Bro-Skos, ur 25 km er c'huzh-heol da Edinburgh ha 50 km er reter da Glasgow. Er biz dezhi emañ kêr Broxburn, ha Bathgate er gwalarn.