Ijinet e oa bet al lizherennoù klaodiek gant an impalaer romanKlaodius. Implijet e veze al lizherennoù nevez-se well-wazh keit ha ma renas-eñ war Roma met laosket e voent a-gostez goude e varv.
Teir lizherenn a oa bet ijinet gantañ:
ur C tu-gin (Ↄ)anvet enepsigma diorroet diwar patrom al lizherenn c'hresianekPsi (Ψ) ha da vezañ implijet e lec'h BS pe PS dre evel ma vez implijet al lizherenn X e lec'h CS pe GS. N'eus bet kavet roud ebet eus implij al lizherenn dre skrid avat. Implijet e vez c'hoazh neoazh evit kontañ hervez sistem an niveroù roman;
un F tro-penn (Ⅎ)anvet digamma inversum awenet sur-mat gant al lizherenn c'hresianek a-gozh digamma (Ϝ) da vezañ implijet evit skrivet an U kensonennel, da lâret eo /w/ pe /v/;
un H troc'het e daou evit skrivañ ar son [y] skrivet gant al lizherenne c'hresianeg upsilon (Υ) e gerioù latin evel Olympicus. War-lerc'h e voe bet ijinet al lizherenn Y, tostoc'h ouzh stumm al lizherenn c'hresianek a-roin, evit ober diouzh ar son-se e latin.