Llanarmon-yn-Iâl (Llanarmon hepmuiken e kembraeg komzet) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Sir Ddinbych, e Kembre. Emañ er reter da gêr Rhuthun, er c'hreisteiz da Yr Wyddgrug. Redek a ra ar stêr Alun hebiou ar gêriadenn hag emañ Gwennodenn Kleuz Offa un tammig pelloc'h er gornaoueg.
Ouzhpenn kêriadenn Llanarmon ez eus kêriadennoù all bihanoc'h er gumuniezh, evel Eryrys ha Graeanrhyd.
E 2011 e oa 1 062 a dud o chom e kumuniezh Llanarmon-yn-Iâl[1]
Gouestlet eo an iliz, eus ar XIVvet kantved, da Sant Garmon (Jermen Auxerre). War dreuzoù ar gêriadenn e weler aspadennoù eus ur voudenn-gastell eus an XIIvet kantved, anvet Tomen y Faerdre. Eno moarvat edo kreizenn aotrouien kombod Iâl, e rouantelezh Powys.
E kumuniezh Llanarmon ivez ez eus ur vougev ma'z eus bet kavet roud eus tud a oa o vevañ 10 000 bloaz zo, da vare Krennoadvezh ar maen.
|