Llandŵ (Llandow e saozneg), zo ur gêriadenn e-kreiz Bro Morgannwg, e kreisteiz Kembre, un 20 km er mervent da Kerdiz hag ur 5 km er c'hornôg da Y Bont-faen.
E-pad an Eil Brezel-bed e oa eno un nijva d'ar RAF. Hiziv eo aet un darn eus an dachenn da bark redadegoù kirri.
D'an 12 a viz Meurzh1950 e c'hoarvezas ur gwallzarvoud gant ur c'harr-nij e Llandŵ, ha lazhet e voe 80 den bet e dulenn o reiñ harp d'ar skipailh rugbi broadel[1]*