Llanfair Is Coed

Ur pennad Llanfair zo ivez.
Iliz-parrez Llanfair Is Coed.

Llanfair Is Coed pe Llanfair Isgoed (Llanvair Discoed pe Llanvair-Discoed e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur barrez e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ etre Casnewydd ha Cas-gwent, en hanternoz da gêriadenn Caerwent.

Dave a ra an anv d'ar c'hantrev kozh Gwent Is Coed a oa eno er Grennamzer, ur c'horn-bro hag en em astenne er c'hreisteiz da Goad Gwent (Coed Gwent e kembraeg). Lez rouaned Gwent a oa e Llanfair Is Coed.

Ur c'hreñvlec'h eus Oadvezh an Houarn zo war torgenn Llanmelin, er reter d'ar gêriadenn, ha krediñ a reer e oa eno unan eus kreñvlec'hioù pobl geltiek ar Silured.