Llansannan zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh en hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ e traoñienn an Afon Aled, er gornaoueg da gêr Dinbych.
Gouestlet eo an iliz da Sant Sannan, enoret ivez e Bedwellte hag e Llantrisant.
E 2011 e oa poblet gant 1 335 a dud, hag 831 anezho (64%) a oa kembraegerien[1].
|