Llanwrthwl zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e-kreiz Powys. Emañ war ribl kornôg ar Gwy, un tammig er c'hreisteiz da gêr Rhaeadr Gwy. Gouestlet eo an iliz da Sant Gwrthwl.
En em astenn a ra ar gumuniezh er c'hornôg d'ar gêriadenn hec'hunan, war torgennoù Elenydd. Drygarn Fawr (641 m) eo an dorgenn uhelañ.
E 2011 e oa 191 a dud o chom e kumuniezh Llanwrthwl hag 35 anezho a oa kembraegerien (18,4%)[1].