Llys-wen

Iliz Santez Wenna, e Llys-wen

Llys-wen (pe Llyswen) zo ur gêriadennig e kreisteiz kontelezh Powys. Emañ e korn-bro Brycheiniog, hanter-hent etre Y Gelli Gandryll hag Aberhonddu, e kumuniezh Bronllys.

War ribl ar Gwy emañ Llys-wen, war an hent a gas eus Aberhonddu da Llanfair-ym-Muallt. Pipton eo ar gêriadenn dostañ, er reter.

Gouestlet eo iliz Llys-wen da santez Wenna (Gwenn, met disheñvel e vije diouzh Gwenn, mamm sant Gwenole). Adsavet e oa bet an iliz e 1862, met ar maen-badez a oa en iliz kozh zo bet miret.