Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray

Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLouis-Albert Bourgault-Ducoudray Kemmañ
Anv-bihanLouis-Albert Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 C'hwe 1840 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv4 Gou 1910 Kemmañ
Lec'h ar marvVernouillet Kemmañ
Lec'h douaridigezhMiséricorde cemetery Kemmañ
PriedMarie Bourgault-Ducoudray Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherpenn laz-seniñ, sonaozour, music educator, musicologist Kemmañ
ImplijerConservatoire de Paris Kemmañ
Bet war ar studi eConservatoire de Paris, Nantes Conservatory Kemmañ
StudierMaurice Emmanuel, E. C. Grassi Kemmañ
Bet studier daAmbroise Thomas Kemmañ
BrezelBrezel 1870-1871 Kemmañ
Luskadsonerezh klasel Kemmañ
Ezel eusKevredigezh Vroadel Breizh Kemmañ
TachennC'hoarigan Kemmañ
Prizioù resevetPrix de Rome, ofiser al Lejion a Enor Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray

Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray (Louis-Albert e galleg), ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned, ha marvet d'ar 14 a viz Gouhere 1910 e Vernouillet, zo ur sonaozer breizhat.

Ganet eo bet Louis-Albert Bourgault-Ducoudray d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned. Savet eo bet en ur familh armatourien. Penn-klaviaz ha sonaozer e vo e-pad e vuhez. Studioù war ar gwir en doa graet da gentañ. Goude-se en doa c'hoantaet mont da Skol sonerezh Naoned. Gounezet e oa bet Priz Roma gantañ e 1862 ha dont a reas da vezañ kelenner e Skol sonerezh Pariz. Pledal a ra kenañ gant sonerezh hengounel Breizh. Graet en doa ul labour a-feson evit brudañ anezhañ, awenet e oa bet gantañ evit e oberennoù met brudañ a reas anezhañ ivez war-eeun. E-pad e vuhez vicherel e klaskas digeriñ bed ar sonerezhioù hengounel a bep seurt d'an holl. Evit se oa graet beajoù studi gantañ e pep lec'h (e Gres dreist-holl). Plijout a rae kalz sonerezh Rusia eus e vare dezhañ. Plijout a rae dezhañ kement sonerezh Breizh ha reoù ar broioù pellañ. Daou eus e operaoù a zo ur skouer vat eus kement-se. Lec'hiet eo an hini kentañ, Tamara da anv dezhañ, e Baki en Azerbaidjan hag an eil, Myrdhin, skrivet 15 vloaz diwerzhatoc'h, e Breizh. Skrivañ a rae e-barzh 'n ur bern kazetennoù a bep seurt pa oa ezel eus Kevredigezh Vreizh e 1876. Marvet eo Louis-Albert Bourgault-Ducoudray e Vernouillet (Bro-C'hall) d'ar 14 a viz Gouere 1910.


Er penn kentañ, ha goude bezañ dizoloet Italia hag he sonaozourien eus an azginivelezh, ez eo awenet ganto hag e sav daou Stabat Mater, an eil anezho a zo dediet da Balestrina. Anvioù e oberennoù a zegas da soñj eus beajoù 'zo: "Karnaval Aten", "Dañs Egipt" pe "Rapsodienn Kambodjia". Niverusoc'h eo e bezhioù piano. Ar memes awenoù a gaver enno, tapet e Gres, Azerbaidjan pe e Breizh. Awen Breizh eo an hini greñvañ. Kefridiet eo gant ar Ministrerezh da zastum tonioù pobl e Breizh, ha pa ne oar ket brezhoneg e c'houlenn skoazell digant gwellañ yezhourien e amzer (Vallée, Loth). E oberennoù pennañ liammet gant Breizh a zo, end-eeun, "Myrdhin" (Marzhin) hag "Anna Vreizh", homañ diwezhañ 'zo gouestlet da Michel Columb, kizellour an duged.

Oberoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dañs Ejipt, barzhoneg siñfoniek
  • Karnaval Aten, barzhoneg siñfoniek
  • Interamant Ofelia, barzhoneg siñfoniek
  • Mab Saul, barzhoneg siñfoniek
  • Rapsodienn Kambodj, barzhoneg siñfoniek
  • Siñfonienn 1861
  • Siñfonienn relijiel gant kor 1868

Oberoù sonerezh kambr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Peder sonenn evit violoñs ha piano
  • Luskellerezioù evit violoñs
  • Faltazienn evit bason ha piano
  • Peder sonenn evit violoñs
  • Abergafenni
  • Sonennoù, evit piano ha gaolvioloñs
  • Ofertouer evit orglez
  • Dindan an haleg, evit piano ha violoñs
  • Teir sonenn, evit piano ha gaolvioloñs
  • Peder sonenn evit violoñs
  • Anisykhia, evit piano ha violoñs 1881
  • War al lec'hier, evit piano ha violoñs 1881
  • Adagio evit orglez 1884
  • Obidoù ur werc'hez 1889
  • Rapsodienn Kambodj 1890
  • Tri fezh evit violoñs pe gaolvioloñs ha piano 1890
  • Kimiad diwezhañ, evit piano ha gaolvioloñs 1900
  • Valsenn fentus, evit piano ha gaolvioloñs 1910
  • Ar vêsaerez d'ar c'hraou, evit oboell arvoud ha piano 1913
  • Ar vêsaerien hag ar c'haou, evit piano ha violoñs 1913

Oberoù piano ha kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Boureenn
  • Baleomp d'an drip
  • Ar Wenrannadez
  • War ar ramparzh
  • Ar voustikenn
  • Rapsodienn Kambodj
  • Kan-brezel breizhek
  • Menued evit piano 1872
  • Gavotennoù 1872 & 1882
  • Karnaval Aten 1881
  • Kounioù eus Prades 1890
  • Brastresoù siñfoniek evit piano 1890
  • Pachepi evit piano 1896
  • An hini Vuiañ, valsenn evit dañsal 1898
  • Abergafenni 1900
  • Tri fezh evit piano 1900
  • Ton dañs en ur pleusk kozh 1900
  • Jabadao evit piano 1901
  • Sonenn eeun evit piano 1905
  • Mogedennoù 1905
  • Luskellerez tener 1905
  • Da Sant Huberzh 1907
  • Damskeudennoù diouzh an natur 1907
  • Daouzek pezh bugel evit piano 1907
  • Gavotennoù Breizh 1912
  • Dañs Ejipt 1929

Oberoù mouezh ha relejiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Stabat Mater
  • Tamara, opera 1890
  • Myrdhin, opera 1905

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Listenn ar sonaozourien