Loeiz II Bourbon, priñs Condé, ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1621 e Pariz ha marvet d'ar 11 a viz Kerzu 1686 e Fontainebleau, a oa ur priñs gall eus skourr Condé an tiegezh Bourbon, hag ur jeneral gall e-pad ar Brezel Tregont Vloaz, ha rener ar Fronde ar briñsed. Dug Enghien e oa betek marv e dad e 1646. Abalamour d'e droioù-kaer evel soudard e voe lesanvet Le Grand Condé.
Mont a reas Condé da Flandrez, da stourm a-du gant ar Spagnoled, met faezhet e voe gant Turenne en 1658 en emgann an erinoù (1658).