Lolita [ 1] zo ur film saoznek , sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1962 .
Sue Lyon e filmig tañva ar film Lolita e 1962
C'hwec'hvet film hir Kubrick eo Lolita , bet savet war-lerc'h Spartacus (1960 ).
Doare : Drama psikologel,
Skoazellerien-sevener : John Danischewsky , Rene Dupont ha Roy Millichip ,
Senario : Vladimir Nabokov , diwar e romant Lolita (1955 ),
Kevredadoù produiñ : Anya Productions ha Transworld productions ,
Produour : James B. Harris ,
Renerien broduiñ : Raymond Anzarut ha Robert Sterne ,
Kevredad dasparzhañ : Metro-Goldwyn-Mayer ,
Rener ar skeudenniñ : Oswald Morris ,
Ijinourien ar son : H.L. Bird ha Len Shilton ,
Aozerien ar sonerezh orin : Bob Harris ha Nelson Riddle ,
Kinklour : Bill Andrews ,
Dilhataerien : Gene Coffin hag Elsa Fennell ,
Farder : George Partleton ,
Perukennerez : Betty Glasow ,
Skriptererez : Pamela Davies ,
Frammer : Anthony Harvey ,
Luc'hskeudenner leurenn : Joe Pearce ,
Prantad filmañ : adalek ar 1añ a viz Gouere betek ar 26 a viz Gwengolo 1961 ,
Lec'hioù filmañ :
Deiziad dont er-maez : 12 a viz Mezheven 1962 ( Stadoù-Unanet ),
Padelezh : 152'.
Hag eñ kelenner war al lennegezh c'hall ec'h erru Humbert Humbert e Ramsdale, ur gêr vihan eus New Hampshire . E-sell emañ an daouugentvloaziad dibriedet da dremen an hañvezh eno kent mont da vBeardsley College (Ohio ) el lec'h m'emañ o paouez bezañ anvet a-benn ar bloaz da zont. Ur gambr da feurmiñ e klask Humbert ha setu m'en em gav-eñ e ti Charlotte Haze. Daoust da strivoù hoalus houmañ n'en devoa ket c'hoant da chom aze a-raok na vije kinniget Dolores, merc'h Charlotte, dezhañ. "Lolita" a vez graet eus ar grennardez ha piket kalon Humbert ganti raktal e ra e vennozh feurmiñ ar gambr ha, diwezhatoc'h, eurediñ da Charlotte.
James Mason : an aotrou kelenner Humbert Humbert,
Shelley Winters : Charlotte Haze,
Sue Lyon : Dolores "Lolita" Haze,
Gary Cockrell : Richard T. Schiller,
Jerry Stovin : John Farlow,
Diana Decker : Jean Farlow,
Lois Maxwell : ar glañvdiourez Mary Lord,
Cec Linder : ar medisin,
Shirley Douglas : an itron Starch,
Marianne Stone : Vivian Darkbloom,
Marion Mathie : an dimezell Lebone,
Maxine Holden : an dimezell Fromkiss,
John Harrison : Tom,
Colin Maitland : Charlie Sedgewick,
Bill Greene : George Swine,
James Dyrenforth : Frederick Beale Sr.,
C. Denier Warren : Potts,
Roland Brand : Bill Crest,
Suzanne Gibbs : Mona Farlow,
Peter Sellers : Clare Quilty,
Terence Kilburn : ur gwaz,
Irvin Allen , Beverly Bennett , Ed Bishop , Angela Bradley , Jean Carnt , Jean Collins , Peter Cushing , Jennifer Dodd , Anne Flack , Susanne Gibbs , Jacqueline Harris , Loraine Hart , Gloria Johnson , Jenny Jones , Lilian Keeton , Eric Lane , Christopher Lee , Isabelle Lucas , Coral Morphew , Jeanette Neale , Maria Nicholas , Robert C. Overton , Sonya Petrie , Jacqueline Poole , Craig Sams , Roberta Shore ha Marti Webb .
↑ Ur film all, Lolita an anv anezhañ ivez, a voe savet e 1997 gant Adrian Lyne .