Longos (Λόγγος), Longus e latin, a oa oberour ur romant gresianekDafnis ha Chloe en Eil kantved. Diwar e benn n'ouzer ket nemeur a dra, nemet e vije bet genidik a enez Lesbos, en amzer an impalaer Hadrianus. Gwechall e kreded e veve er IVvet pe Vvet kantved.
Krediñ a reer, diwar e anv, e oa bet sklav en un tiegezh roman.
Skrivet ez eus bet e teufe e anv diwar un treuzkompren eus frazenn diwezhañ e oberenn : ΛΟΓΓΟΥ ΠΟΙΜΕΝΙΚΩΝ ΤΩΝ ΠΕΡΙ ΔΑΦΝΙΝ ΚΑΙ ΧΛΟΗΝ ΛΕΣΒΙΑΚΩΝ ΛΟΓΟΙ Δ. Da lârout eo : « 4 levrenn bugulganoù gant Longos diwar-benn Dafnis ha Chloe eus Lesbos ». Dornskridoù zo a ginnig Logou e-lec'h Loggou, a dalvezfe neuze : « Levr ar bugulganoù diwar-benn Dafnis ha Chloe eus Lesbos, 4 levrenn », hep meneg ebet eus anv an oberour.
Paul-Louis Courier, a adwelas hag a glokaas troidigezh Amyot, gant un hir a bennad ha ne gaved e dornskrid ebet a-raok 1809 pa gavas un dornskrid nevez e kêr Firenze.
Longus, Les amours pastorales de Daphnis et Chloé, troet gant Jacques Amyot, Coustelier, Paris, 1731.
Longus, Daphnis et Chloé, troet gant Paul-Louis Courier, Paris, Librairie de la Bibliothèque nationale, 1879.
Longus, Pastorales (Daphnis et Chloé), troet gant J. R. Vieillefond, Collection des Universités de France, Paris, Belles Lettres, 1987.
Romans grecs et latins, troet gant Pierre Grimal, Bibliothèque de la Pléiade, 1958.
(it) Maria Fernanda Ferrini, Bibliografia di Longo : Dafni e Cloe. Edizioni e traduzioni (« Pubbl. della Facoltà di Lettere e Filosofia », 57), Università di Macerata, 1991, 286 p.