Emgann Normandi, Even1944: Longues-sur-Mer a zo ul lodenn eus tachenn dilestrañ Gold Beach e-pad an Dilestradeg e Normandi; eno e oa bet staliet ur strollad pevar c'hanol 150 mm alaman e miz Gwengolo 1943. Bombezet e voe d'an 28 a viz Mae ha d'an 3 a viz Even; en noz etre ar 5 hag ar 6 a viz Even e voe bombezet en-dro gant 124 nijerez eus ar Royal Air Force, 600 tonenn a vombezioù a voe taolet en taol-mañ. Ne viras ket ouzh ar ganolierion tennañ ouzh al listri brezel SUAat adalek 5 eur 37; tennoù al listri-brezel Georges-Leygues, Montcalm, Ajax hag Arkansas a beurzistruj ar strollad un tammig a-raok 7 eur noz; ar ganolierion alaman en em rentas d'ar soudarded saoz eus Rejimant an Devonshire d’ar 7 a viz Even. Distrujoù bras a voe er gumun[1]; lazhet e voe pemp den nann soudard e Longues gant bombezadegoù ha tennoù kanol d'ar 6[2].
Abati beneaded Sainte Marie e Longues, iliz eus an XIIIvet kantved.
Iliz katolik Saint Laurent e Longues, XIIvet kantved, adkempennet penn-da-benn er XVIIvet kantved pa voe kenstrollet parrezioù Longues, Marigny ha Fontenailles.