Lotaringia

Ar rouantelezhioù frank e feuremglev Prüm (855) : rannet impalaeriezh Lotar Iañ entre e dri mab. E liv orañjez eo bet lakaet Lotaringia.
Lotaringia war-dro ar bloavezh 1000

Lotaringia (diwar an anv latin Lotharii Regnum, a zo Lotharingen en alamaneg), eo anv ar rouantelezh krouet etre Frankia ar C'hornôg ha Frankia ar Reter gant an Impalaer Lotar Iañ evit e vab Lotar II.

Savet e voe en 855. Goude marv Lotar II e savas bec'h etre Frankia ar C'hornôg ha Frankia ar Reter evit he diframmañ ke na voe staget ouzh Germania en 880.

Un dugelezh e teuas da vezañ e deroù an Xvet kantved. En eil hanterenn an Xvet kantved e voe rannet an dugelezh etre div zugelezh: hini Lotaringia Izel ha hini Lotaringia Uhel, ha honnezh eo a deuio da vezañ Bro-Loren[1].

Ganidigezh Lotaringia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 855, un tamm a-raok marv an impalaer Lotar Iañ, e voe rannet e impalaeriezh, Frankia greiz, etre e dri mab, gant feur-emglev Prüm (855) :


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Eus an anv Lotaringia eo deuet an anv gallek Lorraine, a zo Loren e brezhoneg pe Bro Lozharin.