Louis Jean Népomoucène Marie Rousseau, ganet en 1787 en Angerville (Seine-et-Oise), e Bro-C'hall, a oa un ofiser gall.
E dad a oa mestr a bost e Beauce. E 1804 ez eas Louis, troet gant an avantur, er morlu gall. E 1806 e voe prizoniet gant ar Saozon e Saint-Domingue. Kaset e voe da Vro-Saoz ma voe prizoniet war listri-bac'h Portsmouth ma chomas e-pad eizh vloaz. Dieubet e voe e 1814, pa voe trec'het Napoleone Buonaparte ha kaset da Elba. Krediñ a reas Rousseau e c'hallje gounit ar gloar, hogen nemet Kant Deiz ne badas distro Napoleon ha n'en doe ket Louis amzer d'en em gannañ. Goude Waterloo e tistroas d'ar gêr, da Angerville, hag eno e voe tieg ha breser.
En 1823, glac'haret-bras gant marv e vab henañ, e prenas 600 devezh-arat a zouar fall e Bro-Leon, en arvor Trelez, evit labourat douar. Treiñ paludoù e douar-labour ne oa ket aes : ret e oa mirout ouzh an tevenn da fiñval gant mor hag avel, ha ret mestroniañ an dour. Da gentañ e plantas gwez hag e hadas geot da zerc'hel an traezh.
War-dro 1830 ez eas Louis Rousseau a-du gant mennozhioù Saint-Simon, dont a reas da vezañ penn "iliz Brest"', ... 3 ezel anezhi. Goude ez eas a-du gant mennozhioù Fourier, ha goude gant ar gatoligiezh sokial, hag an emglev etre relijion ha skiant.
Eno e klaskas sevel ur falanksti.
Falanksti avat ne voe biskoazh. Pa varvas Louis Rousseau en 1856, e kendalc'has Emma hag o mab Armand kenderc'hel gant raktres Louis, met Keremma ne voe nemet lec'h hañviñ pemp bugel hag a savas pep a vaner e-kreiz an domani.