Louise Borgia pe Louise Borgia de Candia et d'Albret de Châtillon-Limoges, pe Louise de Valentinois ( 17 a viz Mae 1500-1553) a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Cesare Borgia ha da Charlotte d'Albret.
Ganet e oa d'ar 17 a viz Mae 1500. He zad a oa mab d'ar pab Alesant VI ha da Giovanna de Candia, kontez dei Cattanei, lesanvet Vannozza Cattanei. He mamm Charlotte d'Albret a oa merc'h da Alain d'Albret, dug Guyenne, ha da Françoise de Bretagne (Françoise de Blois), Beskontez Limoges, Kontez Périgord hag Itron Châlus. Louise a oa bugel nemetañ Cesare Bogia hervez al lezenn, eus e eured gant Charlotte, met un dek bennak a lezvreudeur ha lezc'hoarezed he devoa.
Dugez Valentinois e oa suo jure adalek marv he zad Cesare Borgia en 1507, pa oa tost da 7 vloaz, e seziz Viana (Nafarroa), ma oa ar brezelour o stourm evit e dad-kaer Yann III Navarra. Ha suo jure e oa ivez Dame de Chalus, un titl deuet dezhi eus he mamm Charlotte d'Albret.
Div wech e timezas Louise.