Louise Breizh-Veur, pe Louise of Great Britain e saozneg, pe Louise af Storbritannien e daneg (1724-1751), a oa ur briñsez saoz a zeuas da vout rouanez Danmark ha Norge, gant hec'h eured da Frederik V Danmark.
Merc'h e oa da George II, roue Bro-Saoz, ha d'e bried Caroline von Brandenburg-Ansbach.
Dimeziñ a reas e 1743. Rouanez e voe goude marv he zad-kaer e 1746. Evurus e voe-hi, ha ne reas ket van, a-hervez, ouzh serc'h he fried, Else Hansen, hag o besterd .
Dimeziñ a reas da Frederik V, ha bugale o doe :
Mervel a reas e 1751, e palez Christiansborg, e Copenhagen. Brazez e oa, ha mervel a reas he c'hwec'hvet bugel war un dro. Beziet e voe en iliz-veur Roskilde. Addimeziñ a reas he fried d'ar briñsez alaman Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel, ha mervel 14 vloaz goude.