Louise Julie de Mailly-Nesle, kontez Mailly (1710-1751), oa an henañ eus ar c'hoarezed de Nesle.
Dimezet e oa e 1726, da 16 vloaz, d'he c'henderv Louis-Alexandre, kont Mailly.
En 1733 e teuas da vout serc'h ar roue Loeiz XV, ha serc'h ofisiel en 1736.
E 1739 avat e voe kemeret he lec'h gant he c'hoar yaouankoc'h, Pauline, kontez Vintimille (1712-1741).
Dont a reas-hi en-dro e gwele ar roue en 1741, met en 1742 e voe kaset kuit eus al lez war c'houlenn he c'hoar yaouankañ, Marie-Anne, serc'h nevez ar roue.