Brudet e oa he c'hoantiz, hag he buhezegezh fall, a-hervez. Doujet e oa ivez abalamour d'he brud a bistrierez; koulskoude, ma veze implijet ar pistri en-dro dezhi n'eus prouenn ebet he dije kemeret perzh e muntr ebet en doare-se.
Ur benveg politikel e voe etre daouarn he zad hag he breur. Ne grogas da vevañ sioul nemet war-lerc'h he zrede dimeziñ.
Mervel a eure da 39 bloaz, war-lerc'h ganedigezh ur verc'h a varvas ivez.
e 1493, da gentañ da Giovanni Sforza, aotrou Pesaro, a voe rediet da asantiñ d'an torr-dimeziñ, graet gant ar pab, tad Lucrezia, e 1497. En ofisiel ne oa ket bet kaset an dimeziñ da benn. Ken feuket e oa Sforza ma krogas da embann e kouske he zad hag he breur e gwele Lucrezia.
Giovanni Borgia (Infans Romanus), ha n'ouzer ket piv e oa e dad : hervez an teodadoù e c'halle bezañ pe ar pab, pe Cesare Borgia. Moarvat e oa ur c'hambrelan spagnol.
C'hwec'h bugel o doe Alfonso ha Lucrezia, pevar anezho ne varvjont ket en bugel. En o zouez