Luger P08 | |
---|---|
Luger P08 | |
Kinnig | |
Bro | Impalaeriezh Alaman |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek |
Munisionoù | 7,65 Parabellum (da gentañ) 9 × 19 mm Parabellum |
Produerien | Deutsche Waffen und Munitionsfabriken Waffenfabrik Bern, Krieghoff Mauser Arsanailh Spandau Simson Vickers Royal Prussian Rifle Factory Erfurt Colt's Manufacturing Company |
Mare implij | 1904–1953 (Alamagn) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,871 kg |
Hirder | 222 mm |
Hirder ar c'hanol | 100, 120 pe 200 mm hervez ar stumm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | Etre 350 ha 400 m/s |
Endalc'h | 8 kartouchenn |
Adstummoù | Gwelet ar pennad |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Al Luger Parabellum zo unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ. Ijinet e voe en Impalaeriezh Alaman e 1898 gant Georg Luger. Produet e voe gant an embregerezh alaman Deutsche Waffen und Munitionsfabriken eus 1908 betek 1942, hag adalek ar bloavezhioù 1970 gant Mauser.
Savet e voe ar P08 e 1898 gant Georg Luger diwar ar bistolenn Borchardt C93. Kambret e oa da gentañ e e 7,65 mm Parabellum, ur munision deveret eus ar 7,65 mm Borchardt implijet er bistolenn Borchardt C93. Diwar c'houlenn implijerien a veaje alies en Afrika e voe azasaet he c'hambr evit degemer munisionoù 9 mm Parabellum galloudusoc'h a-enep loened gouez ar c'hevandir. An daou galibr a voe implijet er penn-kentañ.
E 1904 e voe dibabet ar bistolenn evel arm standart gant ar Kriegsmarine dindan an anv P04. E ganol (152 mm) a oa un tamm hiroc'h evit hini ar P08 hag ur c'houch div bellder a oa (100 metr ha 200 metr). Pezhioù zo er P04 n'haller ket montañ war ar P08.
An arme alaman a zibabas an adstumm P08 kambret e 9 mm dezhi ur c'hanol 102 mm. Evit soudarded ar c'hanolierezh e voe dibabet un adstumm all, hiroc'h e c'hanol (203 mm), anvet LP08 (Lange Pistole 08) ha lesanvet Luger kanolierezh[1]. Adstummoù all a voe savet ivez evit ar siviled, da skouer unan "karabinenn" dezhi ul lamm a c'halled distagañ.
Dont a ra hec'h anv Parabellum eus an dro-lavar latin Si vis pacem, para bellum (Ma fell dit kaout peoc'h, aoz ar brezel). Lizherennoù kentañ niverenn delegraf an embregerezh armoù DWM (Deutsch Waffen und Munitionen Fabrik) e oa ivez.
Emporzhiet e voe e Stadoù-Unanet Amerika gant an embregerezh Stoeger, a roas an anv Luger dezhi hag a savas stummoù all anezhi e .22 Long Rifle da skouer. Ar romantoù polis hag ar filmoù amerikan a vrudas an anv Luger a vez implijet kalz eno. Ar munisionoù 7,65 mm Parabellum ha 9 mm Parabellum a zo anvet .30 Luger ha 9 Luger eno evit ar memes abeg. Diwar levezon ar soudarded amerikan deuet da Europa da vare an Eil Brezel-bed hag a-drugarez da filmoù Hollywood e raer kalz gant an anv-mañ en Europa abaoe ar bloavezhioù 1950 ha 1960.
Implijet e voe an arm er Brezel-bed Kentañ koulz hag en Eil Brezel-bed gant an arme alaman. Bet eo bet arm-dorn standart en Alamagn hag e Suis. E Frañs e voe pourveziet an Archeriezh Vroadel, an Tirlu ha Prefeti Polis Pariz ganti etre 1945 ha 1955. Ar 5.000 arm implijet a zeue evel ar Walther P38 eus an uzinoù Mauser seizet gant Bro-C'hall.
Daoust dezhi bezañ bet implijet gant broioù all hag e prantadoù all eus an Istor eo stag al Luger P08 ouzh skeudenn an ofiserien alaman da vare an Eil Brezel-bed. Arouezioù-trec'h priziet e oant en arme amerikan : soudarded zo a oa prest da baeañ sammadoù uhel evit degas unan gante d'ar gêr[2]. An arm a c'haller implijout e meur a c'hoari video, en o zouez ar rummadoù brudet Medal of Honor, Call of Duty pe Battlefield.