Lê Duẩn

Lê Duẩn
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhViêt Nam Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLê Duẩn Kemmañ
Vietnamese middle nameVăn Kemmañ
Anv-familh Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Ebr 1907 Kemmañ
Lec'h ganedigezhQuảng Trị Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gou 1986 Kemmañ
Lec'h ar marvHa Noi Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Kemmañ
BugelLê Kiên Trung Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetvietnameg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargmember of the National Assembly of Vietnam, General Secretary of the Communist Party of Vietnam Kemmañ
Strollad politikelCommunist Party of Vietnam Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
BrezelBrezel Vietnam Kemmañ


Lê Duẩn (bet ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1907 - aet da Anaon d'an 10 a viz Gouere 1986) a oa unan eus an dud o doa krouet Strollad Komunour Indez-Sina, goude ma tizoloas ar gomunouriezh pa oa o labourat war an hentoù-houarn er bloavezhioù 1920.

Anvet e veze ivez Le Dung pe "anh Ba" pe "Trede Breur".

Ezel e oa eus Poellgor Kreiz Republik Demokratel Viêt Nam dindan Hồ Chí Minh hag e gefridi e oa aozañ al luskad komunour kuzh e Republik Viêt Nam.

Dont a reas da vezañ Sektretour kentañ ar Strollad e 1960, eil ezel pouezusañ ar Strollad goude Hồ Chí Minh e-unan.

Da heul marv Hồ Chí Minh e teuas Duẩn da vezañ e penn Republik Demokratel Viêt Nam, ha Viêt Nam a-bezh da c'houde, rak p'en en adunvanas an div Stad e 1976, e oa bet lakaet Duẩn da Sekretour-Meur ar Strollad.

Sevel a reas a-du gant aloubadeg Kambodja gant Viêt Nam a-benn skarzhañ diouzh gouarnamant ar vro-se Strollad Komunour Kampuchea (Khmered Ruz) e save Sina a-du gante. Diazezet e oa bet neuze an darempredoù etre Viêt Nam ha Republik Pobl Sina, ha skarzhañ a reas Viêt Nam holl Sinaiz a-orin diouzh ar vro ha stardet e voe al liammoù gant an Unaniezh Soviedel.

E 1979 e oa bet roet Priz Lenin ar Peoc'h da Lê Duẩn.

Kenderc'hel a reas en e bost Sekretour-Meur betek deiz e varv e Hà Nội. Trường Chinh a voe en e lec'h.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]