M134 Minigun Dillon Aero M134D | |
---|---|
Ur vindrailherez Dillon Aero M134D-H (H evit Hiron) | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet |
Mont en-dro | Mindrailherez 6 kanol doare Gatling tredanaet |
Munision | 7,62 × 51 mm NATO |
Produerien | General Electric Dillon Aero Garwood Industries Profense |
Mare produiñ | Abaoe 1962 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 39 kg |
Hirder | 801,6 mm |
Hirder ar c'hanol | 558,8 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn d'ar muiañ | 1.000 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 853 m/s |
Lusk-tennañ | Etre 2.000 ha 6.000 tenn/mn |
Endalc'h | Gourizoù, etre 500 ha 5.000 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An M134 "Minigun" hervez hec'h anv en arme stadudanat zo ur vindrailherez c'hwec'h kanol hedro kambret e 7.62 × 51mm NATO, savet gant an embregerezh stadunanat General Electric e 1960 ha gwellaet gant Dillon Aero er bloavezhioù 1990.
Ur stumm kemmet eus an M61 Vulcan savet gant General Electric eo. Gellout a ra tennañ prim etre 2000 ha 6000 boled bep munutenn, hag e c'hall en ober e-pad pell. Implijout a ra 6 kanol hedro doare Gatling kaset gant ur motor tredan. Savet e oa bet evit gellet tennañ war enebourien kuzhet er janglenn[1]. Servijout a reas kalz e brezel Vietnam. Implijet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz.
Ar ger Mini, en hec'h anv, a zeu eus he c'halibr bihan e-keñver ar mindrailherezioù doare Gatling all, da skouer ar munisionoù 20 mm implijet en M61 Vulcan. Ar ger gun zo deuet diwar implij kartouchennoù e-lec'h an obuzennoù bihan implijet gant ar c'hanolioù emgefreek.