M1 Garand | |
---|---|
Ur fuzuilh Garand M1 miret en Armémuseum (Stockholm, Sveden) | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Mont en-dro | Fuzuilh damaotomatek |
Munisionoù | .30-06 Springfield (stummoù kentañ) 7,62 × 51 mm |
Produerien | Springfield Armory Winchester Beretta Ha reoù all |
Skouerennoù produet | 5.468.772 |
Mare implij | 1936-1957 (evel arm standart arme SUA) |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas | 4,313 kg |
Hirder | 1.107 mm |
Hirder ar c'hanol | 609 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 457 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 855 m/s |
Endalc'h | Klip 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An M1 Garand pe M1 Rifle hervez e anv ofisiel en US Army, zo ur fuzuilh damaotomatek kambret e .30-06 Springfield. Arm-skoaz standart kalz soudarded stadunanat war-droad e voe da vare an Eil Brezel-bed.
E deroù ar bloavezhioù 1930 e klaske arme Stadoù-Unanet modernizaat o armoù-skoaz o tilezel ar fuzuilhoù-morailh Springfield M1903. An ijinour kanadian-stadunanat John Garand a laboure e arsanailh Springfield a ginnigas ur fuzuilh damaotomatek nevez. Dibabet e voe e 1932 gant an US Army, met lakaet e voe er servij da vat e 1936 hepken. Mont a rae en-dro gant ur sistem amprest gazoù[1]. War an tachennoù-emgann e tiskouezas bezañ fiziapl ha solut. Ar jeneral Patton a zeskrivas ar Garand M1 evel « ar gwellañ ostilh d'en em gannañ bet ijinet biskoazh »[2].
Fuzuilh diazez al lu stadunanat e-pad an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea e voe. Un dra vat e oa evit ar soudarded amerikan a oa gante ur fuzuilh damaotomatek modernoc'h evit ar fuzuilhoù-morailh diazez Arisaka 99 japanat pe Karabiner 98k alaman. Ne voe ket bet implijet kalz e-pad Brezel Vietnam. Darn eus an M1 a oa bet savet evit nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika ; en desped da-se, kantadoù a vilieroù anezho a voe savet ha roet evel harp brezel da gevredidi ar vro goude an Eil Brezel-bed. Implijet e vez ar Garand c'hoazh hiziv-an-deiz dreist-holl evit an unvezioù-dibunañ pe gourdoniñ. Implijet e vez ivez gant siviled evit ar chase, ar sportoù tennañ pe evel arm dastumadeg.
Pourvezet e vez an M1 Garand dre ur c'hlip 8 kartouchenn. Ur wech sanket ar c'hlip en arm penn-da-benn e lak golo ar gulasenn d'en em serriñ hec'h-unan buan a-walc'h. Ma ne vez ket dalc'het ar golo-mañ gant loc'henn ar gulasenn e c'hall gloazañ biz-meud an den a implij anezhañ evit bountañ ar c'hlip. Bezañ bloñset e viz-meud gant golo kulasenn an M1 a oa ken boutin e voe anvet Garand thumb (Biz-meud Garand) ar c'hloazadenn-mañ gant ar soudarded stadunanat da vare an Eil Brezel-bed. Ur skouer eus ar Garand thumb a zo taolennet war biz-meud ar sniper Daniel Jackson er film Saving private Ryan (1998).
E-touez an niver uhel a adstummoù savet diwar ar Garand e c'haller menegiñ ar re nesañ ;