MAS 38 | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher MAS 38 | |
Kinnig | |
Bro | Bro-C'hall |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
Munision | 7,65 × 25 mm Long |
Produer | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne |
Mare produiñ | 1938 - 1949 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 2,87 kg |
Hirder | 630 mm |
Hirder ar c'hanol | 224 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 100 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 350 m/s |
Lusk-tennañ | 600 - 700 tenn/mn |
Endalc'h | Karger-fiñv 32 gartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro C'hall | A |
Ar MAS 38, anvet en ur mod ofisiel Pistolet mitrailleur de 7,65 mm Modèle 1938 en arme c’hall[1], zo ur bistolenn-vindrailher ijinet er bloavezhioù 1920 ha 1930 e Bro-C’hall hag implijet a-nebeudoù etre 1938 ha dibenn ar bloavezhioù 1940.
Un arm fiziapl, skañv ha resis[1] e oa ar MAS 38, met kambret e oa evit munisionoù 7,65 mm Long a oa izeloc’h o galloud evit ar re 9 mm a oa bet choazet evit pistolennoù-mindrailher kalz broioù er bloavezhioù 1930 (Suomi KP/-31 e Finland, MP38/MP40 en Alamagn, Beretta M38 en Italia pe ZK383 e Tchekoslovakia da skouer). Abalamour da se ne voe ket implijet kalz an arm er-maez eus Frañs[2].
E-pad ar Brezel-bed Kentañ e oa savet an ezhomm da gaout armoù-skoaz gouest da dennañ kartouchennoù berr a-dennadegoù evit an emgannoù e lec’hioù strizh evel ar fozioù-brezel pe ar c’hêrioù. Krouet e voe ar pistolennoù-mindrailher diwar ar soñj-se. Alamagn he doa tapet lañs war an dachenn-mañ gant an MP18 (1918) kambret e 9 mm Parabellum. Er bloavezhioù 1920 e stagas Frañs gant krouidigezh armoù seurt-se. Pimpatromoù a voe kinniget e 1924/1925 gant servijoù teknik an arme (PM STA 1924) pe ar MAS e Saint-Étienne (PM MAS 1925). Abalamour da gudennoù politikel ha budjed e voe choazet e 1938 pimpatrom ar MAS evel arm-standart, ha kregiñ a reas e broduerezh just a-raok aloubadeg ar vro e 1940. E-pad an Eil Brezel-bed e voe savet un nebeud skouerennoù e Arme an Harz-brezel. Lod eus an armoù a voe implijet gant an arme alaman dindan an anv PM 722(f). Goude ar brezel e voe kemeret he flas buan gant ar MAT 49, met servijout a reas memestra da vare brezel Indez-Sina[1].
Ur MAS 38 a servijas da bartizaned italian evit lazhañ an diktatour Benito Mussolini e miz Ebrel 1945[3]. Implijet e voe ivez gant armeoù un nebeud broioù afrikan, ha gant ar Việt Minh da vare brezel Viêt Nam.