MAT 49 | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher MAT 49 | |
Kinnig | |
Bro | Bro-C'hall |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
Munision | 9 × 19 mm Parabellum |
Produer | Manufacture d'Armes de Tulle Manufacture d'Armes de Saint-Étienne (adalek kreiz ar bloavezhioù 1960) |
Mare produiñ | 1949 - 1973 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,5 kg |
Mas (gant ur c'harger 32 gartouchenn karget) | 4,2 kg |
Hirder | 460 mm (lamm pleget) 720 mm (lamm dibleget) |
Hirder ar c'hanol | 230 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 100 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 350 m/s |
Lusk-tennañ | 600 tenn/mn |
Endalc'h | Karger-fiñv 32 gartouchenn e div golonenn Karger-fiñv 20 kartouchenn en ur golonenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro C'hall | A |
Ar MAT 49, anvet en ur mod ofisiel Pistolet mitrailleur de 9 mm Modèle 1949 en arme c’hall[1], zo ur bistolenn-vindrailher ijinet e Bro-C’hall goude an Eil Brezel-bed hag implijet eno betek ar bloavezhioù 1990.
Un arm simpl da broduiñ ha marc'hadmat e oa ar MAT 49[1]. Gellet a ra tennañ e mod aotomatek nemetken. Kambret eo evit kartouchennoù 9 mm Parabellum. Savet e oa bet evit kemer an nebeutañ ar gwellañ a blas : he lamm koulz ha puñs he c'harger a c'hall bezañ pleget a-hed he c'hanol hag he boestad-kulasenn[2]. Soñjet e oa bet an arm evit bezañ gwarezet diouzh al loustoni a c'hallje mont e-barzh[3]. Uhel eo endalc'h he c'harger 32 gartouchenn a-drugarez d'e ziv golonenn, met kizidik eo ouzh al loustoni, hag ur c'harger 20 kartouchenn en ur golonenn a voe savet evit gellet implijout an arm en endroioù enne traezh evel an dezerzhioù.
Stummoù disheñvel a voe savet, en o zouez ar MAT Mle 54 SB dezhi ul lamm-koad[4], pe ar MAT 49/54 dezhi ul lamm-koad hag un eil draen evit gellet tennañ tenn-ha-tenn[5].
Goude fin an Eil Brezel-bed e oa pourvezet an arme c'hall gant pistolennoù-mindrailher diamzeriet o munisionoù, evel ar MAS 38 gall kambret e 7,65 mm Long, pe gant armoù a bep seurt deuet eus stokoù stadunanat, saoz pe alaman. E 1944 e voe divizet boulc'hañ ur programm reneveziñ an armoù. Ar c'halibr 9 mm Parabellum, galloudusoc'h hag aesoc'h da gavout evit ar 7,65 mm Long, a voe dibabet evit ar bistolenn hag ar bistolenn-vindrailher a oa da vezañ ijinet[1].
Labouradegoù-stad Saint-Étienne, Tulle ha Châtellerault a ginnigas tri fimpatrom pistolenn-vindrailher disheñvel : mont a reas ar maout gant ar MAT, ha goude un nebeud gwelladennoù e voe lakaet da arm standart e miz Even 1949 ha lesanvet MAT 49 en arme. Implijet e voe en holl vrezelioù kaset gant Frañs e-pad 50 vloaz, en o zouez reoù Indez-Sina hag Aljeria. Hervez e oa un arm solut ha fiziapl[1], hag a blije d'ar soudarded[3]. Servijout a reas ivez etre daouarn ar polis pe ar valtouterien c'hall, hag e armeoù meur a vro all[1].