Macrinus

Marcus Opellius Macrinus

Marcus Opellius Macrinus (c. 165 – June 218) a oa Impalaer roman etre miz Ebrel 217 ha miz Mezheven 218.

Ganet e oa e Caesarea e Mauretania (Cherchell bremañ), er bloaz 164 pe 165, en ur familh marc'heien verber.

Alvokad an tailhoù e voe dindan Lucius Verus, merour leve Plautianus, mignon da Septimius Severus (berber ivez, hogen eus Tripolitana), rener post an Impalaeriezh war ar Via Flaminia, prokulator ar res privata dindan Caracalla, savet da brefed ar Pretordi gantañ.

Goude muntr Caracalla e kemeras ivez al lesanv Severus evit stagañ outañ mignoned Caracalla.