Madame

Madame zo ur ger gallek hag un titl roet da vaouezed zo. Dre vras e klot gant itron e brezhoneg, met sterioù istorel all en deus bet ar ger.

Savet diwar ar ger perc'hennañ ma, ha dame (itron e brezhoneg). Klotañ a ra ivez gant milady, e saozneg.

En amzer ar renad kozh, e veze lavaret madame eus un itron, pried un aotrou, priñs, roue, pe impalaer.

Diwezhatoc'h e voe lavaret eus merc'h henañ ar roue pe an daofin, hag eus pried Monsieur, breur ar roue gall.

Priedoù breur ar roue Loeiz XIV
Maouezed brudet

A-raok 2012 ne veze lavaret madame nemet ouzh ar maouezed dimezet, pe bet dimezet (iñtañvezed pe dizimezet), tra ma veze graet mademoiselle (dimezell) eus ar plac'hed yaouank, dizimez eta. Abaoe e rankfed, hervez lezenn, ober madame eus an holl verc'hed.

En berr e vez skrivet Mme, ha n'eo ket Me (a zo evit an titl Maître), na Mrs a zo saoznek (skrivet Mrs. e SUA) distaget [ˈmɪsɪz].

Madame a vez lavaret ivez e galleg eus mestrez ur fouzhlec'h, gwelout Madame Claude.