Maddalena di Lorenzo de' Medici (Firenze 1473 – Roma 1519) a oa merc'h Lorenzo il Magnifico ha Clarice Orsini. Maria Maddalena Romola e oa hec'h anv-badez pa voe badezet en deiz war-lerc'h ma oa ganet. Kelennet e voe evel he breudeur ha c'hoarezed gant lenneien a-seurt gant Agnolo Poliziano.
E 1487 e voe dimezet da Franceschetto Cybo, mab d'ar pab Inosant VIII, ha mont a reas Maddalena da chom da Roma, met goude marv he zad e 1492 e reas chomadennoù e Toskana ha Liguria.
Pa voe dilennet he breur Giovanni da bab Leon X e reas chomadennoù hiroc'h e Roma, hag eno e varvas e 1528.
Beziet e voe en iliz-veur Sant Pêr war urzh he c'henderv, ar pab Klemañs VII.
Seizh bugel he doe