Maelgwn Gwynedd pe Maelgwn ap Cadwallon (480 ? - † 547 ?) a oa roue Gwynedd eus 520 da 540.
Anavet eo ivez evel Maglocunus e latin, evel Malgo, pe Malgocunos, Maelgwn ap Cadwallon, Maelgwn Hir pe Maelgwn Fawr.
Ur roue meur e oa en Enez Vreizh ar VIvet kantved. Deuet eo da vout brudet ha mallozhet en istor Kembre abalamour d'ar manac'h Gweltaz a skriv en e De excidio Britanniae e oa Aerouant an Enez, marteze edo o chom en Enez Von. Evit doare e oa ar galloudusañ eus ar pemp roue a sachas konnar Gweltaz war o c'hein.
Hervez Gweltaz en doa kemeret ar galloud war-lerc'h lazhañ e eontr. Penediñ en doa graet neuze, prometet mont da vanac'h, met ne zalc'has ket d'e c'her. Gwashañ zo, lazhañ a reas e wreg hag e niz, Owain Ddantgwyn, evit dimeziñ da intañvez hemañ.
Hervez David Sims e c'hallfe Maelgwn bezañ Mordred ar mojennoù, mab ar Roue Arzhur. An niz lazhet eo ar roue Arzhur, a-drek Owain Ddantgwyn.
Hervez Jafrez Menoe e oa techet d'ar sodomiezh, hag e kare gwelout paotred koant en-dro dezhañ. Petra bennak ma sikouras an Iliz ha ma savas eskopti Bangor e veze skoet bazhadoù gantañ gant ar skrivagnerien gristen.
Lezennour mat e voe, a-hervez, ha gwarezour barzhed, met darn a gred n'eus ket da fiziout en ur vrud savet gantañ e-unan. E kastell Degannwy e savas e lez, gant barzhed hag artizaned en-dro dezhañ, hag ar re-se a ganas mil meuleudi d'o mestr. Gweltaz avat ne reas van ouzh kement-se hag a embannas e kave gwelloc'h Maelgwn selaou kanañ meuleudi dezhañ e-unan e-lec'h kanañ meuleudi da Zoue.
Un tamm a-raok e varv e oa Maelgwn roue ur vro hag a yae eus Gwynedd betek Strat Clut. E vibien Rhun ha Brude a rannas e rouantelezh etrezo. Hervez an Annales Cambriae e vije marvet gant ar « vosenn velen », ur c'hleñved-red deuet eus Egipt, c'hoarvezet goude ur goañvezh kalet ha kouezhadenn ur meteorit e 536. Pa c'hoarvezas ar c'hleñved e kavas Maelgwn repu en un abati, hogen skoet e voe koulskoude.
Pa varvas, a-hervez, e seblante kousket, ma ne grede den e zihuniñ. Hiziv c'hoazh, pa varv un den a-greiz kousket e lavarer: "Hir hun Faelgwn yn eglwys Ros"(Mat e vefe reiñ un droidigezh) (a zo skrivet en Annales Cambriae evel-henn: "Hir hun Wailgun en llis Ros").
Marvet e vije en 547 pe 549 ha beziet en Ynys Seiriol.
Kalzik a vojennoù zo diwar-benn Maelgwn, ha n'eo ket sur e vijent diazezet war an istor.
Kalz a vojennoù all zo c'hoazh, darn o tiskouez pegen fin hag ampart e oa, darn all pegen drouk.
En e raok: Cadwallon Lawhir |
Roue Gwynedd ![]() 520 - 540 |
War e lerc'h: Rhun Hir ap Maelgwn |